Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

douez. Kavout a reas d’ezi en doa, ar gwin ardant, her pilet eno ; tostaat a reas, eur vroennen ganti, d’hen dihuna. O welet e chome atao diflach, ar plac’hig a grogas aoun ganti hag ez eas prim d’ar geriaden da c’houlen skoazel.

Savet e oe ar c’horf ha lekeat war eur c’harr sachet gand ejenned, ha douget d’ar gear.

Hogen ar goulou benniget a varve, dalc’hmat, en dro d’an arched ar pez a roas da c’houzout d’an holl e oa, Yann, kouezet en ifern da viken.

Rak se korf Yann Postik a oe douaret dindan an diribign mean, er meaz eus ar vered.

Pedomp evit bon tud varo !