Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Neuze e wel diou vaouez wenn o tisplega lien war ar broustou.

— Petra d’eoc’h beza ken divezad er foenneg va merc'hedigou koant ?

— Emaomp o walc’hi, o sec’ha, o c’hriat, eme ar genta.

— Emaomp o walc’hi, o sec’ha, o c’hriat, eme an eil.

— O walc’hi petra, o c’hriat petra, merc’hed koant ?

— Linser an hini maro a gomz hag a gerz evit c’hoaz, linser Yann Postik.

Yann a c’hoarz leiz e gof hag a ya pelloc’h.


————


Ha klevet a ra golvisier ar c’hannerezed noz o tregerni war vein an douez ; o gwelet a ra, o unan, dizale, o walc’hi, en eur gana o diskan klemmus :