Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


O tremen e tal ar maner koz ar wiblen a lavar :

Distro, Yann, distro.

Ha Yann a gendalc’h gand e hent.

Pa zigouez gand al lamm dour, an dour a hiboud :

Na dremen ket, Yann, na dremen ket !

Lakaat a ra e dreid war ar vein kompezet gand ar ster hag he zreuzi.

O veza en em gavet gand an derven goz, an avel a lavar, o froumal er skourrou :

Chom ama, Yann, chom ama !

Yann avat a sko, war ar wezen, gand e vaz, hag a dremen :

E teu, erfin, e traonien ar re varo. Kleier teir barrez a sko taol hanter noz. Yann a gan hag a grog da c’houibanat ton Marionig.

Mez endra ma c’houiban, e klev trouz eur c’harr o tant davetan, eur ballen gaon ouz e c’holei.