Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

hep beza klevet ganti. Gwenn evel an erc’h eo e varc’h.



Harnez ar marc’heg estlammus se a lugern oc’h skerder al loar. E jakeden zu a zo, outi, brouderez skarlek evel ouz hini Alan ; ya zur, henvel mil eo ouz jakeden Alan, he mignoun karet.

Ha Mariannig a gren gand ar spount, epad ma komz outi ar marc’heg dispar ze, ma ne weler ket e zremm, abalamour d’an noz, hag a zo dinerz e vouez, evel pa vije o komz pell pell bras.

Alan, eme ar marc’heg, a zo c’hoarvezet gantan kaout eun taol kleze bras. Mat ; echu eo, koulskoude, ar boan en devoa gand e c’houli. Va c’has a ra etrezeg en hoc’h, plac’h yaouank, da rei d’eoc’h e walen aour evit lakaat doun, en ho spered, e teuan eus e berz. Dont a rai, kent ma vezo dale, d’ho kerc’hat, ha ne viot neuze ho taou, nemet unan da viken. Mar en em gav, ganeoc’h, avat, eur gwall-zarvoud bennak, n’ho