Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ha daou vloaz zo abaoue m’eo eat kuit, ha n’he deus kelou ebet, eviti da wela ha da bidi. Pignat a ra, bemdez, da veg an tour, abaoue daou vloaz, da zellet ouz ar mor glas. Ha morse ne zeu en dro al lestr m’en em gav he mignoun karet warnan.

Petra a rit hu aze eleac’h mont da gerc’hat dour ? Ha me a vago, neuze, eun dra didalvez eveldoc’h oc’h ober netra ? Hag ar gwall bez, rust ha rok, a gas Mariannig er meaz eus he zi, ganti eur brog pounner en he daouarn.

Ha setu Mariannig o vale. Noz eo ; skedi a ra al loar etre ar gwez, ma ’z eo eun dudi.

Ar mesiou a bez a zo, warno, ar zioulded, ar peoc’h, an davedegez. Ema Mariannig o vont da denna dour eus ar feunteun.

Endra ma s tou d’an daoulin, gwelet a ra, e mellezour an dour, skeuden eur marc’heg deuet