Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

gand ar greden gristen, a zo en em skignet dre Vreiz a bez. Hirio c’hoaz, goude koan, e vez kountet, e peder eilyez Breiz Izel, kountaden spountus ar C’hannerezed noz.

Mariannig ha Postik, evel m’hon eus gwelet, a zo, en o buez, burzudou ma kaver enno, dreist holl, feiz krenv ar gristenien ha traou kuzet ar mister.

Hogen ene Breiz ne ket hepken ar mister a blij d’ezan.

Bez’ ez eus, oc’hpenn, en ene ze, meur a dra vat all. Kalounek eo, ha leal, ha kendalc’hus, ha leun a garantez. Pep hini eus ar plegou mat se en em ziskouez brao e diou zanevell all eus al leor ma. Kavout a reer, enno, ar burzud a zell ouz an istor kalz muioc’h eget ar burzud a zell ouz ar relijion. Disken a reont, o diou, eus gwerziou brudet bras a c’halver And Daol