Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Enn ho kademi, Gallaoued,
N’hoc’h euz ket goulennet bars Breïz
En deuz bepred ker brao kanet
He vro Breïz-Vihan hag ar feiz.
Mad hoc’h euz gret, rak er bed all
Ema gant Gwenc’hlan, Aneurin,
(Eur c’hademi ha ne ket fall)
Gant Taliesin ha Marzin.
Hogen e Breïz zo barzed c’hoaz ;
Kanit holl he veuleudiou
Hag a choumo er vro mil bloaz ;
Kanit, holl ha savit gwersiou.
Me garfe c’hoaz, dreist ar mor glaz,
D’hor breudeur a choum e pell-bro,
Douget war ziou-askell plun braz,
Gallout lâret : Skuillit daero !