Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Maro Brizeu, barz ann Armor,
Evit beva enn eur bed gwell !
Kanit kanvou, koajou ha mor,
Eostik-noz, klemm a vouez huel.
Mari ar Vouster, war he ve
Pedit Doue hag ar Werc’hez ;
Ha lakit eur rozen neve
Uz da galon ar c’haner kez.
Hogen pelec’h vo douaret
Korf ar barz a gane ker mad
Ar vro gan-eomp-ni holl karet,
Mor tro-war-dro , hag e kreiz, koat ?
Likiit-hen e Beg ar Raz,
Hag eur peulvan ec’h harz he benn ;
Dirag Sizun, ma welo c’hoaz
Al leanezed o tremen.