Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BREIZ-IZEL.
————
— Lâr d’in, anaout a rez ar vro
Lec’h, war ar garrek, sao dero ;
Lec’h kân ar barz war dreuz he zor,
Ha war ann aod e trouz ar mor ? —
— Ia, ar vro-ze eo Breiz-Izel,
War ar bed pa daolann eur zell,
Ne welann hini koulz hag hi,
A c’houlenn ker braz meuleudi. —
— Lâr d’in, anaout a rez ar vro
Lec’h ma kaver c’hoaz war eunn dro
Komz Doue hag ar feiz o rén,
Ha reiz hag eeun kalon ann dén ? —