E koeziz d’ann daoulin ec’h harz treid ann Itron.
Gortoz a riz eno, hep sevel va zellou,
Ar gomz a oa dija prest war he muzellou.
« O Iann a Vreiz, em-ei,bete bâr ann envou
Ez eo pignet ar vouez euz hoc’h huanadou !
Paouezit da ouela, sec’hit ho taoulagad,
Aman hoc’h euz eur vamm, enn env hoc’h euz eun tad.
Doue divar he lez eternel ha doujet,
Dirag p’hini e kren ann Elez vennighet,
Enn deuz prijet, dre nerz he zourn holl-c’hallouduz
Aotreï ho mennad d’ho peden hirvouduz.
Euz he berz e teuann, da stanka ho taërou,
Ha da rei abenn-fin eun termen d’ho poaniou.
D’ehoc’h e vo ar gounid war hoc’h enebourien ;
Breiz holl d'ehoc’h a blego, a d’hoc’h heritourien,
E keit ha ma vo Breiz e niver ar stadou,
Evel m’e deuz pleghet hed eur vech d’ho tadou.
Mes araok kement-se eun emgann a vo c’hoaz,
He gwelet a refet a-benn ann noz warc’hoaz.
Gwelet a rit aman ann Arc’hel sant Mikel.
Armou eur brezelour a c’holo korf ann El.
Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/256
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ