A-zindan e welet eur zaë all liou ann erc’h.
Gant eur blansonen aour, ridet war he c’herc’hen ;
Hag eur gouriz henvel ouz ar ganeveden,
Evel d-hi, briz a liou, hag evel d-hi skeduz,
A starde he c’horf mistr, gant eur blouk lughernuz.
Stouet he daoulagad ne zelle e neblec’h ;
He c’hrouadur iaouank a zalc’he war he brec’h.
Donet a rea a-raok ; kerkent ha ma flachaz,
Eun tarz lourd a c’hurun endro d’ei a strakaz.
Ann tan en eur vouga a lez eur vogheden,
P’hini, dindan he zreid, a ra eur c’houabren.
Eur foul vraz a Elez a erruaz buhan
Gant laouenidighez d’en em zila dindan.
Gant ho daouarnigou ha beg ho diou-askel
Dibrad euz ann douar e teuent d’he derc’hel.
Ha war he c’houabren evelse eo doughet
War zu traon ann iliz gant ho rumm bennighet.
Elez a oa enn dro, Elez a oa a-raok,
Stank e oa ho renkou ken a oant stok-ouz-stok.
Dreist ann holl Elez all, unan a oa er penn,
Seblantout a rea gret evit ar gourc’hemenn.
Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/252
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ