O kounta gloar va mamm ha mez ar Challaoued.
Mes kent evit hirio e kleviz kaozeal
Divarbenn an traou kaer a c’hoarvezaz gwechall.
Ho c’hlevet am euz holl, hag ho gouzout a rann,
Me garre gout kerkoulz ar pez a vo breman.
Me garre e ve gwir eun hunvre am euz bet
Er c’hoat breman-souden, keit ha ma oann kousket. »
« Aotrou, eme ar goaz, kement a vadelez
A ro d’in marteze re a hardieghez ;
Kouskoude selaouit, eun den dister ho ped,
Kountit, mar plij gan-ehoc’h, ann hunvre hoc’h cuz bet.
A-vec’h e oa gan-en va malvennou sarret,
Ma teuaz eun hunvre da vraeat va speret.
Seblantout a rea d’in beza doughet enn êe,
Dreist ar vro a Wened, dreist ar vro a Gherne ;
Ha beza digasset gant Eled askellek,
D’ar c’hontre a Leon hanvet ann Elestrek.
Eno oenn diskennet gant-ho e korn eur c’hoat,
Distrons d’am izili, hep kaout na drouk na brad.
A dost eur voazad dour e devoa he mammen,
A hesq hag a bendu oa bordet penn-da-benn.
Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/240
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ