« N’eo ket gwen va bara, mes eun tamm bara griz. »
Enn eur lavaret se, ha bepred diskabel,
Ez a da greiz ann ti, e kemer eur skabel ;
Hag o trei ouz ann Duk, e lavar c’hoaz d’ezhan :
« Deut, emez-han, Aotrou, hag azezit aman.
Rak, enn despet d’ho tremm, pehini a ziskouel
N’en deuz ket pel amzer e oac’h c’hoaz eur bughel,
E welann skler a-walc’h, goude lakât evez,
Ez eo c’houi ar c’henta euz ar gompagnunez.
Eun ear a wenn a ve ! c’houi zo anaveab
Da biou, euz ho fesoun, a renkit beza mab.
Me gwechall alies am euz guelet ho tad,
Evel d-oc’h en devoa he vec’h a fesoun vad.
Hag e vije redet pevar c’horn ann douar,
Na oufjet birviken gwelet nemet he bar.
Ma na oa ket a vent euz ar re huella,
E oa euz an dud kré, hag euz ar re wella.
Na postet evel-t-han, nag evel-t-han frammet
Etouez an dud iaouank gour na vije kavet.
Enn eur gher, eun den brao, ha gret mad penn da benn,
Ha sounn war e ziou-c’har evel eur ganaben.
Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/236
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ