N’en d-eo nemet eun toull, eun tamik loch bihan
Savet hep massouner, ha loet gant broann.
Ar morgheriou a zo brankou gwe kemmesket,
Gant eur gwisk pri melen, evit rei ar gwasked.
Eur c’hroumel en-dro-dro a ra mogher ar porz,
Eur c’harzad halek gwenn eo a gloz al liorz.
Hag evit arruout beteg ar groumellou,
Ez euz eur c’harrant moan, leun a gammighellou.
Di eo ez a Zaik gant he c’hompagnunez,
Laouennoc’h ha kaeroc’h eghet eur rouanez.
A boan ema er porz, e kri war bouez he fenn :
« 0 va zad ker, em’ei, euruz eo hon lochen.
N’ho deuz ket great a fae, ann tri dichentil vad ;
Mar d-oc’h evit ruza, deut d’ho dighemerad. »
Ann den koz, p’he c’hlevaz, a zibradaz dioc’h-tu,
He dok plouz enn he zorn ; hag enn he vaz spern-du
E krog gant he zorn all, da zont beteg ann or :
« Deut ebarz, emez-han, tud chentil a enor.
« N’em euz da ghenig d’ehoc’h nemet nebeud a dra ;
« M’ho pe naon koulskoude, em euz eun tamm bara ;
« Hag evit e drempa eur bannac’h lez livriz ;
Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/234
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ