Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

E tevont e suillont kement a ve dindan.
   Mes hep dale e teu kalz a chenchedighez ;
Mui-oc’h-mui enn amzer ez euz tristidighez.
A-greiz m’ema sioula ar c’hoat hag ann avel,
Eun trouz hir ha pounner a deu a ziabell.
A amzer da amzer e teu a daoladou
Korventennou avel evel huanadou,
Da lakat ar brankou er gwez da luskellât.
Ann avel-dro a skub, en eur droïdellât,
Ha poultren, ha deliou, kement zo war he hent,
Holl e teu d’ho renka a verniou a bep ment.
Ann heol so goloet, n’euz ken a sklerijen ;
N’e weler ken Alre gant ann devalijen.
Kreski a ra bepred ann trouz hag ar voubou ;
Anaout a reer breman krosmol ar c’hurunou.
Bep moment e tosta, ema en ho c’hichen.
Ar c’houabr a zigor, setu eul luc'heden ;
Ha kerkent hag ann tan, ez euz eun tarz kurun ;
Eklevi ’ra ar c’hoat, hag ann Duk a zihun.
Santout a ra eo poent, hag e tap he gleron.
Ann daou zervicher mad he c’hleo buhan o son.