Stank ha téo dreist muzul, evel kreouiou gloan du,
Ho gweler o tostât, bountet euz ann daou du.
Ha gwasoc’h evit-ho, e welet c’hoaz o tont
A du ar gornaouek, e furm eun hanter-rond,
Hir, pounner ha ledan, eur goummoulen deval,
Kalz brasoc’h hec'h-unan evit ann holl re-all.
Evel ma eo sammet euz a eur mor dour-glao,
E tosta war he foëz, mes dont a ra atao,
A nebeudouigou, evel m’en em astenn
Ann oad hag ar gozni bep moment war ann den,
E teu da zisheolia ar c'hontre tro-war-dro,
Evel pa ve ann noz o koeza war ar vro,
En desped da ze oll, hep travel e c’houezer ;
Tomm evel enn eur forn, ha bac’h eo ann amzer.
Ann deliou zo difinv, ann avel na c’houez ket ;
Nag er c’hoat nag er meaz ne glever trouz ebed.
Tud hag anevaled ho deuz meurbed a boan
O kavout ear a-walc’h da denna ho alan.
Ha pa deu bariou heol, etre diou gouabren,
A bloum war ann douar a-wechou da dremen,
Evel biriou gôret, evel flemmou a dan,
Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/222
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ