Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/212

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

En em gav dizoaniet. Al laouenidighez
A zistro d’he c’halon, hag ann hardizieghez.
Kalm a zeu d’he spered, ha komzou d’he ghenou,
Evit rei da c’houlc’hen kont euz he c’houlennou.
Savet eo en he sao, ha gant eun ear laouen,
Ouz ann daou zichentil e komzaz evel-henn.

« Tud-chentil, emez-hi, c’hoant hoc’h euz da c’houzout
Piou eo ar plac’h dister a zo enn ho kalloud ?
Zaïk eo va hano, hag aman e kichen
E chouman gant va zad enn eun tammik lochen.
Va zad, enn he amzer, a oa den a vrezel ;
Nann evel ma’z oc’h-hu, mes euz eur renk izel.
Pa oa c’hoaz den iaouank, e servichaz he vro,
Dindan urz Iann drede ; ha goude he varo,
Ec’h heuiiaz bannielou ar Chont Iann a-Vontfort.
Kredi reaz ober mad ; mes eun den euz he sort,
A hell en em drompla, dre vank a sklerijen,
Rak biskoaz na ouiaz va zad skriva na lenn.
Ha pa’z oc’h Bretoned, n’euz forz euz a bez tu,
Pe da Iann a-Vontfort, pe d’eun all a vec’h-hu,