Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

« Goulc’hen, deuil’ta buhan ! Ha n’eo ket eun druhe !
Eur plac’hik ker iouank, dont da goll he buhe ! »

   Goulc’hen, pa arruaz, a zellaz piz out-hi ;
Ha da chôut hag e talc’h he gwad da vomenti,
E tap krog enn he brec’h. Eun hij a ra d’he benn,
Ha war he dal dija eo hanad ann anken !

   En desped d’he greden, koulskoude e teu c’hoaz
Da dapout he gleze, ha d’he denna en noaz ;
Lakât a ra he blad a dost d’he muzellou ;
War an dir lughernuz lies e ra sellou.
« Esperomp, emez-han, petra bennag eo fall.
« Va levnen a oa sklear, hag eo deuet teval.
« Eur merk eo e deuz c’hoaz eun nebeudik alan ;
« Semplet eo, mes he nerz a zistroïo buhan. »

   Neuze euz he c’hodel e tenn eur vouestl arc’hant,
Ha dindan he difron hel laka eun istant.
Hag hep dale, ar plac’h a ra eun huanad.
Eun nebeudik goude, digor he daoulagad,
E ra eur zell en dro, e seblant souezet,
Evel eun divroad enn eur c’hoat dilezet.