Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Enn eur gamp vraz leun a baper,
Tost d'ann dol edo ar barner.
Enn eur gador oa azezet,
Hag hen sarret ha sonn meurbed ;
Eur boned du klok war he benn ;
Dindan he voned he vaouten ;
Hag hi paket egiz eur foed,
Ha druz d’ober c’hoant d’ar razed,
Ne ket red lavarout penoz
Oa war he fri lunedou koz.
— Deiz-mad d’hoc’h-hu, barner ar peoc’h ;
Ha mad ato ar bed gan-e-hoc’h ?
— Tud iaouank, evel ma welet ;
Mes kouskoude iac’hoc’h oun bet.
— D’ho kavout hon daou omp deuet ;
Evit petra ? ne ouzoc’h ket.
— Lavaret d’in ; ha me wio ;
Ha gwell ma hellin me raio ;