Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Evit rei, bep-eil-dro, ho c’hentel,
Ha c’hoaz e teuont a-liez
Ann eil, pe egile, da devel !

   Oh ! ma vefe eur vouez bennak
E-touez ar re a gan er bed-ma,
Eur vouez gallouduz ha distak
A ganfe bepred hep ehana !
Eur vouez e defe dibabet
Ar pez so brava enn oll moueziou,
Pebez dudi e ve klevet
Anehi o kana d’imp he gwerziou !

   Mad ! me anav eur vouez dispar
E deuz ann dibab-se ker c’hoantet !
Eur vouez hag a laka, pa gar,
Ann oll da chomm d’he selaou bamet !
Gant ann eostik e voar drida,
Ha gant ann durzunel hirvoudi,
Ha gant ar mor braz trouz-kroza,
Ha gant ar waz vihan krosmoli !