Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dastumad - Bleuniou-Breiz.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




KOAT-ELEZ.
————


I.


Pach ar roue a lavare
E Koat-Elez pa arrue :
— Deiz-mad ha joa holl en ti-ma
Merc’h Koat-Elez, pelec’h ema ?

— M’edi du-ze barz er gampr wenn
O titira al lien gwenn ;
O tistenna al lien gwenn
Hag o kribat he bleo melen
Dirag he mellezour arc’hant ;
Ne d-eo na vil daill na digoant.