Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Mar bean beo, e teuinn d’ar ger ;
Mar bean maro, e teui lizer.
Me roï eur banniel ar c’haera
Ha gwiskamant d’ar Rozera,
Ha gwiskamant d’ar Rozera,
M’ho po sonj euz Fontanella.
IV.
Fontanella a lavare
En lez ar roue pa arrue :
Deiz-mad, roue ha rouanez,
Deut oun d’ho kaout en ho palez.
Ar roue neuze a lavaraz
Da Fontanella p’her gwelaz :
Pa oc’h deut, deut mad ra veet
Evit d’ar ger na iafet ket.