Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Sant Kevin, 1922.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —


Hag ar plac’h yaouank a vane souezet he zellou ouz ar zant ; war he dioujod, kaer mirout he doa, e vere teo he daerou ; he zell eon ha gwerc’h a luc’he evel sell eur bugel skoët gant e genta glac’har, hag e lavare da Gevin :

— M’am bije me eur Baradoz da roí, kerkent e vije d’it ; met Kathleen, dilezet ganti kerent ha mignoned, na c’houlenn diganit nemet eun draïg, ma lezi anezi dindan da doën venniget, evel ar beajour distroët diwar e hent ; ma c’hello dont da zelaou da brezegennou ha da bedennou, ha dont ive davedout da c’hoarzin pa vusc’hoarzi, ha da gemmeska he daerou gant da re.

— Va fedennou, eme mouez c’hwero al lean den-Doue, n’int ken evit pignout d’an nenv, pa zaoulinez em c’hichen ; ha pa zaoulinan en da gichen, n’ez eus nemet strafuilh em c’hreiz. Ar peoc’h a zo ganit, ha ne anavezez na mez na pec’hed, ha ne welez fallagriez ebet el lec’hiou ma kavan gwall risklus, klev mat ac’hanon, Kathleen : eun deiz en em gavimp en eürusted er Baradoz, met er bed-man n’ez eus nemet harlu yen. Duhont e c’hellimp peadra en em welet, en em garout epad ma tregerno c’hoaz an Elez ; met aman, sell, kement a zeblant beza kaer, eman prenv an droug ekreiz ! Ar fallentez a vez tost warlerc’h ar blijadur, pa vez tener ha madelezus ar galonou : an droug a bourmen ekreiz tenvalijen an noz, kouls hag ekreiz sklerijen an deiz ; sourral a ra gant an avel oc’h heja delliou ha bokedou ; azeza ’ra e barlen ar garantez. O ! ya, Kathleen, an droug a zo dreist-holl ebarz sellou eur vaouez ; kent-se, kerz kuit, mar plij !

Kathleen, koant he musc’hoarz, a zistagas eur bokedig digoret war ar vodenn tosta :

— Sellet am eus, emezi, adalek ar zao-heol betek ar c’huz-heol, ha biskoaz n’am eus kavet an droug-se, na kennebeut em c’halon, nag e tro-war-dro d’in. Plijout a ra d’in meizont ouz ar bannou sklerijen epad deveziou kaer an hanv ; ouz ar c’houmoul amlivet en oablou doun ; ouz ar mor bras dirollet pe beur-gousket ; me gar selaou trouz-kan ar bed hag an holl grouadurien laouen ; kals am eus sellet ha kals am eus selaouet ; nemet an droug a welez-te dre-holl, eur wech c’hoaz, me n’am eus ket her gwelet neblec’h. C’houezen ar mintin, evel huanaden an abardaez, a zo dalc’hmat tremenet gwerc’h ha yac’h em c’hreiz. E pep tra kaer a welan, ne gavan a zroug nemet, war ar bed-man, e c’hoenv re-abred pep koantiri. Ha ma ’z eo pec’hed karout ac’hanout, perak’ ta ne zav ket em c’hreiz mez ouz da garout ? Kred ac’hanon, Kevin, pa lavaran d’it, gallout