— Ya, pebeuz Votadeg !…
— Ha pehini ’ta ?
— N’eo ket ouz an diweza e komzan, a dra zur, rag anez, en eur lavaret droug pe c’haou ouz eur c’hostezen pe eben (tomm-broud c’hoaz о ludu warlerc’h an tan), oei ! va c’hein, va fenn-arôk, pe va fenn-adrenv a vefe goest awalc’h diouz a wenn da zont da ruz, brondu, trilivet, morlivet, glaz, du, perzdu, ha marteze diskenn gant an tri c’hant sort pajennou liu a gaver en « tredan », evel ma lavarer breman, pe el « lubrisite » , egiz ma tic’henaouege gwechall va amezeg Jermen ar Veillberarbroën ; n’ho peus ket ezomm da dregasi na da hursuni, heman (ar mignon koz Jermen, krouer an Dreindet nevez great gant an Nenv, an Douar, hag al « Lubrisite » ) , heman en deus abaoue, troet penn d’ar vaz, hag an elektrisite (pe tredan, e brezoneg yac’h), a vo dizale о sklerijenna e diegez.
— Pebeuz votadeg neuze ? ? ?
— Pell zo abaoue… C’houi, ne oac’h c’hoaz nemet hanter pe kart-vousig, me o kellida marteze, ha c’houi, ar re yaouank, о c’hortoz didenvi… Kent-se, e c’hellan koms eus ar pez n’am eus ket gwelet, hep aoun ebet evit va c’hein, va fennou adrenv pe arôk, hag a c’hallfe, gwaz d’am zeod, dont da goll о liou. Rak kement man (grit peoc’h en han’ Doue ! ), a zo gwir : koulskoude ne vefen ket evit toui-Doue e vefe gantan ker bras blаz ar wirionez eget ma ’z eus gant an Aviel a-bez, pe gant ar Bater en he fez.
Setu, goude m’ho peus stanket-kloz ho rann, ha distanket-frank ho toullou-selaou, ya, setu aman ar pez a c’hoarvezas n’ouzoun-me pegeit a zo abaoue, nag e pelec’h kennebeut a dra-zur… nemet damdostik marteze.
(Kerzomp didrouz ato ganti… ha koulskoude aoun ebet evit penn ebet !…)
D’an ampoent, e c’helle beza er bloavez… (gwelloc’h eo lezel yod er beg)… da neuze e oe e parrez… (easoc’h eo lezel skoulm en teod)… Setu ’ta ma teuas votadeg, ya, votadeg, respet d’eoc’h !… (Siouaz ! gwelloc’h, elec’h koms a draou evelse, gwelloc’h a vije d’in marteze dizec’ha pluen ha pod-liou ; n’eus forz, deomp ato gant ar wirionez penn-da-benn, evit frankiz hor c’hoarzaden, ha pa ne ve ken !…)