Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Matilin an dall, 1919.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 237 —

dour-zall na blij tamm d’am gourlanchen, ha setu kenavo d’eoc’h !… »

Netra ! Ar plac’h yaouank na ehane ket outan, hag he bleo hirr a floure e zioujod d’ar paour kez dall, ken na zantas hep dale d’ar zoner dielc’het egiz broudou en e galon, pa lavaras d’ezi :

— « Mat, mat ! setu aman, pa garoc’h ez imp etrezek ho palez da glask ar peoc’h, hag ho karantez. Deomp, meleganez dispar ! »

IV

Deut e oa Matilin e penn e jabadao ziweza ; hag an holl a spouronnas ouz he welet, a greiz-holl, o redek d’ar Mor, en eur hopal : « Mont a ran d’am c’hastel nevez gant va frinsez ! » Ar mor a oa ouz e c’hortoz ; eur mell tarz hel lonkas : abaoue n’eo ket bet deut en dro.

Ar Bigoudenned a zougas kanv da roue ar zonerien.

— « Paour kez Matilin ! a hirvoude Yan Glet ar C’horoller, e zaerou o tifronka, ken na horjelle e dorgen tourterez war greiz e gein ; kollet e oa gantan e dammig skiant vat, red eo lavaret ! Rak anez, penoz e kav d’eoc’h, goude eva va boutailhad gwin-ardant, e vefe eat da lonka dour-zall ar mor-bras, en eur youc’hal d’eomp e oa a o vont da zimezi gant eur vorganez bennak ! Paour-kez Matilin, soner dall, sell ! Drant-Doue !… »

Pesketerien Goazen, pa zigouezont da dremen gant o bagou dre al lec’hiou-ze, e koulz ar zerr-noz en abardaeziou hanv, a glev awechou hekleo ar vombard, pe ar biniou o sevel a zindan an dour ; danevel ar mestr soner a deu da zonj d’ezo : Hep mar ebet, Matilin an Dall eo a vez o son eun abaden d’e Vari-Morgan, ekeit ma c’hoarz ar veleganez en eur griba he bleo-hirr a uz d’an dour !…

Yvon CROQ.