Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Matilin an dall, 1919.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 235 —

int a rodellas diri o hanter dousen broziou, hag a gastizas o fenn-tach ar Vigoudenned. Pa zon mat ar zoner, pep gar a oar dansal ! Ha biskoaz Matilin na zonas gwelloc’h. Ken na rankas ehan, skwizet : ha pephini da ginnig gourc’hemennou stank ha start d’an dall a ouie, gant e zon, digas kement a nerz lemmer hag a c’hoant fringal.

Dre-douez an engroez, Yan-Glet ar C’horoller, hostiz ha marc’hadour-butun, en em zilas betek bariken ar zoner, dre nerz tourtal gant e gein ; ya, gant e gein eo e tourte, rak war e ziouskoaz souchet e save eun tamm torgen kaledet hag a ouie tourtal eus an adrenv, gwelloc’h eget ar c’haleta penn maout eus an arok ; daoust d’e dorgen tourterez eun den a zoare, eun hostiz c’hoarzer, ha stag outan ar gwella rumm, divesker a zanse e korn-bro ar Bigoudenned.

— « Drant-Doue, eme ar C’horoller, mat e teu ganit, Matilin ! Met n’eo ket awalc’h gourc’hemennou sec’h, red eo kemeret eur bannig eol-gourlanchen evit kaout c’houez nevez : n’eus ket brasoc’h pec’hed eget lezel e sec’hed eur zoner eveldout ! nan, biken ar Bigoudenned na lezint da zizec’ha anchen ar zoner arok an trede sadornvez en hevelep sizun ! Ac’hanta, Dall, da eva, sell !»

— « War ar pare, avat ! eme ar zoner o c’hoarzin en eur zigeri e valvennou war e zaoulagad gwenn goenvet ; sonerien hag hostizien a anavez hent ar variken ! »

— « Ha petra gemeres ouz da zec’hed ? »

— « Betek dour, pa ne gavan ket gwelloc’h ; ha c’hoaz, pa vezan re dideotet, e lavaran bennoz-Doue da Zoue evit eur banne goular gwin glesker ! Na koulskoude an dour a zo dizaour, foei ya ! ha na dalv ket gwin-ardant ar C’horoller ! »

— « Dres ! eme an hostiz, setu ama eur voutailhadig eus an hini mat, nemet gweren ebet n’am eus ganin. »

— « O ! n’eus forz ebet evit ar weren ; meur a dro em eus muzulet va genou ; ha n’eus ket da dorta derc’hel e oar eur werennadig kempenn. »

— « Ev ’ta neuze eur c’henaouad vat. »

Genou ar zoner marteze a zalc’he eur werennad ; nemet ar weren-ze a oa toull, hag an dall ne oa ket evit gwelet pegen buhan e tizec’he boutailhad ar C’horoller !

— « Bennoz-Doue ! Hostiz, ne oa ket fall ! » emezan en eur renta ar voutailh eat d’an hesk.

— « Gwir eo, war ma welan, eur zoner mat a zo toullet frank ! » eme pôtr ar butun.

— N’ho peus nemet kredi, m’en dije muzulet dour skler, elec’h gwin-