Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —

bloaz a zeu e tistroin adarre da Foar Hanter-Ebrel da Gemper-Korantin ; ha, kousto pe gousto, eur vi kazeg a brenin c’hoaz, kentoc’h daou eget unan zoken ; rak skler eo d’am daoulagad, mar gellan kaout eur marc’h en Enez Sizun, hep mar ebet me vo lakeat da vear e-lec’h « Tonton François ».

Ha war gement-se, Gwennole Mellfaout, trist e benn, mezek ha kouezet e glipenn, a gemeras e hent etrezek Douarnenez.

Antronoz, pa zigouezas er gear, en Enez Sizun, pa zisplegas e droiou da Vari Gaïd, ar furzod a glevas pedennou ha sarmoniou digant e « Hini Goz », rak houman, red eo kredi, n’he doa ket fizians er viou kezeg !…

Ah ! Paour kez Gwennole Mellfaout !! Kaper droch, droch ken a ree flao !!!



————