Ne fell ket d’in, tamm ebet, lavaret eo droch kement den a zo war-dro Beg ar Raz. Nan, nan ! pell ac’hano ! Kredi a ran koulskoude ez eus dre eno eun amziod, eun hanter-fur bennak, evel el lec’hiou all. Ar C’haper, a zisplegin d’eoc’h e zoare, ne oa nag eus Kleden nag eus Plogô ; eus an Enez Sizun e oa ginidik.
Gwennole Mellfaout (hennez eo e hano), a ranke beza ganet da zadorn goude koan divezat, rak gwall-skanvik oa e dammig penn dindan e goz tok. Gwelet a reoc’h an dra-ze hoc’h-unan, pa glevoc’h an troiou divalo a c’hoarvezas gantan, eur bloavez bennak a zo, en eur ober e dro e Kemper da zeiz Foar vras Hanter-Ebrel, daoust d’e wreg, Mari Gaïd.
Gwennole n’en doa gwelet betek neuze nemet dour zall, bili gwenn ha bezin druz an Enez Sizun ; kent-se, pa ziskennas eus e vag war an douar-bras e porz Douarnenez, e oa souezet hag e chome sebezet, kouls lavaret, bep kammed ma ree.
— « Setu aman eun ti hag a zo uhel avat ! emezan. Penaos an tanfoeltr e c’heller kaout plas a-walc’h, ichou a-walc’h, er-meaz da zevel tïez ken bras-se ? »
A bep seurt e lavare en eur vont gant an hent etrezek Kemper.
E-kreiz eul lanneg e welas eur vilin-avel, gant he