Mazoïg ivez a rede eus e wella, pa glevas trouz gant marc’h an aotrou o tostât. Digouezet edo dirak eun ti nevez hanter-echu, ha Mazoïg e-barz ! Diwiska ’reas e chupen, latouza ’reas e veg hag e zaouarn gant pri ha raz, hag hen da bignat gant ar skeul war an dôen, rak an dôerien, boulc’het mat o labour ganto, oa eat d’an ampoent da glask mern.
Hep dale ’tigouezas an aotrou, skuiz ha dielc’het o veza daoulammet eur pennadig.
— « Hep ! tôer, emezan, n’ho peus ket gwelet eul laer o tremen ? »
— « Eo avat ; mes pell e tle beza, rak tiz oa warnan. »
— « Ah ! setu aze eul labous hag e karfen krenna e ziouaskel d’ezan, mes re skuiz oun ; mar karit mont war e lerc’h, del dek skoed ha va marc’h. Digasit d’in va den, hag ho peus gwerz-butun da gaout. »
— « Ya, mont a-walc’h a rafen, eme Vazoïg, en eur ziskenn ; met me am eus great marc’had da zistoï an ti-man ; neuze pignit war laez ha labourit, e-keit ma vin gant va zro, da zidacha ar vein-glas a daoliou morzol. »
— « Hag e rin ! eme Fistoulig en eur bignat war an dôen, epad ma lamme Mazoïg a-c’haoliad war ar marc’h du, paket gantan dek skoed all… »
Koulskoude e-pad ma rede Mazoïg war-zu ar gear, peadra d’ezan breman da baea e C'houel-Mikêl, an aotrou a skoe e-tailh hag a vreve didruez ar vein-glas, pa zigouezas an dôerien, debret o mern ganto.
« Pop ! eme ar re-man ; petra ’reomp aze ? Alo ! en traon ha buhan ! Pe fur pe zod ez oc’h ? »
— « Me zo gant va labour » eme ar Fistoulig en eur chouka ken didruez ha diagent.