eur barver, eul labous a varver, Mazoïg e hano. Met, siouaz ! evit d’ezan beza labous endra ma c’heller, daoust da gement-se, an dour a oa izel gantan. Gouel Mikel a dostae d’ar red, ha Mazoïg n’en doa ket c’hoaz arboellet gwennegig ebet… ha piou ’oar ? marteze e vije taolet er-meaz, gwreg ha bugale war e lerc’h.
Kement-se a lakea diez e dammig boulien, pa ziwanas eur zonj en e benn : « Na petra ’ta ? emezan, perak n’ez afen-me ket da douza broc’h koz maner Kerdiern ? Mar gellan dont a-benn, setu pemzek kant lur em yalc’h… Mar chomman berr koulskoude, egiz ar re all, neuze e vo ar gwasa… Met bastik ! lemm eo va aotenn, ha skanv va dorn. Deomp ! »
Hag hen en hent, hep lavaret grik da zen, e stalikerez barver gantan dindan e gazel.
Pa skoas war dor Kerdiern : « Piou ’zo aze ? eme ar porzier. Buan ac’halen, boulc’hurun ! Aman ne roer ket d’ar beorien ! »
« Oh ! a droc’has berr Mazoïg, me n’oun ket eur c’hlasker boued ; me ’zo eur barver, hag e teuan a bell da droc’ha e varo d’an aotrou Fistoulig. » — « Paour kez amziod ! eme egile, da glask poloz e teuez… Gwelloc’h pôtred egedout a zo bet o klask tapout ar pemp kant skoed ; ha, siouaz d’ezo, emaint o vreina ebarz dour ar foziou aze ! »
— « Me ne rin ket evelto », eme Mazoïg.
— « A gav d’it ? Te zo eul labous neuze !… Da vihana lavar din da hano, ma talc’hin sonj. » — Hag e tigoras dor ar porz.
« Foei ! ne ran ket avat, eme Mazoïg, rak fentus, farsus eo va hano ; gwir eo ivez me n’oun ket eus ar vro. »
— « N’eus forz pegen farsus e ve, lavar ato. »
— « Ma ! Mevaünan e vezan hanvet gant an dud. »