Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —

c’hig bihan da brena, ha stag anezan ouz goug da vida : ne gollo ken a lez, pe n’eo ket me mab ma zad ! Kenavo ! »

— « Kenavo ! eme Kolaïg. » Hag hor C’haper en hent, laouen bras eus e gavaden.

Hep dale, e tigouez e bourc’h Poullan, war-dro eiz heur, hag hen dioustu da gaout ar marichal.

— « Selaou ’ta, marichal, hervez m’am eus klevet, te a werz kleier bihan ? »

— « Ya ’vat, a bep seurt ; dibabit mar plij ! »

Ha Kolaïg kemer ar brava ha staga anezan gant eur pennig korden en-dro da c’houg e c’havr.

— « Pegementad tra eo ar c’hloc’h, marichal ? »

— « Ha feiz, n’eo nemet pevar real, Kaper, p’eo gwir c’houi eo, rak kredi a ran, eun tammig meiz, eun tammig anaoudegez am eus ouzoc’h. »

— « Pevar real, eun tamm kloc’h evel-se ! N’eo ket evit netra ! » Mes Kolaïg a bae, koulskoude, hep kredi dizerra e rann. N’eus forz, sonjal a ra ennan e-unan : Arabad d’in beza paket gant laer ebet ! N’emoun ket ganti, am eus aon, o roï pevar real evit eun ourouller, eur c’hloc’hig. Ha c’hoaz, c’hoaz, ma teufe ar c’havr he bronnou da ehana berat ! »

Hag hen distroï da zellet ouz e c’havr. « Mad, emezan, gwir e rank beza ar pez en deus lavaret d’in kantonier Beuzeg ; ma bouchig ne goll mui berad lez ! Deomp breman da brena eun tamm butun hag eur c’horn nevez ! »

Great e dro gantan e ti ar butun, setu Kolaïg adarre war hent Pouldahut, e zaou loen d’e heul. Pa dremen dirak ti-skol ar bôtred, ar re-man, (o c’hoari emaint c’hoaz daoust d’an heur beza sonet pell zo), ar vugale ’ta ’zav o fenn, o klevout son skiltr ar c’hloc’hig :

— « Sell ’ta ! Eur C’haper o vont da foar Bouldahut, eur marc’h hag eur bida gantan ! »