Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/13

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 3 —


II


PENÔS KOLAÏG A BRENAS EUR C’HAVR, PE EUR BIDA, EVEL MA LAVAR AR C’HAPERIEN. — MONT A RA D’HE GWERZA E FOAR BOULDAHUT.


Eun devez, tri pe bevar miz a zo abaoue, Kolaïg a yeas da foar Bloneour gant eur marc’h koz, kempennet gantan, skrifellet a-zoare, houarnet mat a barz mont eus ar gear. Dres ! ar foar a yee mat-mat war ar c’hezeg, ha Kolaïg a bakas kant skoed evit e varc’h koz.

— « Mad, eme ar C’haper ; abred an deiz eo c’hoaz ; a-raok distroï d’ar gear, deomp d’ober eun droïg da varc’had ar zaoud ! » — Ma ’z ee ker ar c’hezeg, war ar zaoud e oa eun distol souezus ; ne oa marc’hadour ebet, kouls lavaret, war-dro al loened-korn. Gouzout a rit, (pe ne rit ket), e Ploneour e vez kalz geored (gevr) er foar ; hogen war ar geored ne oa ket eun distera klask. — « Mat ar stal ganeomp ! eme Kolaïg ; mar karfen prena eur c’havr bennak aman da werza a-benn foar Bouldahud genta, me ’rafe eun tôlig brao ganto, a dra zur ! »

Ha Kolaïg prena eur c’havr, marc’had-mat-vil, ha buan d’ar gear gant e vida !…

D’ar miz war-lerc’h, d’ar gwener kenta, Kolaïg Dorndu a zav mintin, beure mat, eus e wele, evit mont da foar Bouldahut. Gwiska a ra eun dilhad, nevez c’hoaz kouls lavaret, rak e greden eo penôs e werz keroc’h eur gwerzer gwisket mat eget eur gwerzer all gwisket a druilhou. Buhan-ha-buhan, e voutou ler-goad en e dreid, eun hanter dousenn krampouez amanennet en e chakod, ha Kolaïg d’ar c’hraou, ha Janig ar Gapen war e lerc’h… Setu ar c’havr kordennet kerkent ; ar gwasa ma zo eviti, prestik eo he zermen, al loen paour ! hag he deve,