Pajenn:Crocq - Marvailhou Kerne, 1910.djvu/11

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ




Al Laer a zo laer
————


I.


PENÔZ KOLAÏG DORNDU A ZEUAS DA VEZA MARC’HADOUR KEZEG


N’ouzoc’h ket piou eo Kolaïg Dorndu ? — Nan ?… Mad, p’eo gwir n’ho peus ket klevet c’hoaz hano anezan, selaouït gant ho tiouskouarn, hag e klevoc’h e zoareou bremaïk. Mes peoc’h avat ! Peoc’h, pe ne lavarin ger !

Ar re vouzar hag ar re zall
A gaso kelou d’ar re all !

Emaoc’h o selaou ? Mad, neuze e stagan da zibuna ma c’hudenn.

Kolaïg Dorndu a zo eur c'houeriad diwar ar meaz, o chom en eur c’horn bennak eus ar C'hap, n’em eus ket sonj mat a-walc’h mui pe e parrez Goulien pe e hini Beuzek… An dra-ze ken nebeut n’eo ket kalz a dra. Eus hano e gear avat em eus dalc’het sonj gwelloc’h : Kernez-Vihan ez eo hanvet. Kolaïg Dorndu eo e zouar hag e gear d’ezan.

Pa oa c’hoaz pôtr yaouank, e laboure da zabatui betek re ’michanz. Evit ar wech, em eus klevet lavaret « an hini a zistag re a daoliou-mar, en eur staga gant e loden, pa vez devez bras torri-terien, hennez a gouez war e benn a-drenv, hep gallout dont a-benn eus e loden-var. Setu ar pez a zo deut da wir evit Kolaïg, rak abaoue m’eo dimezet da Janig ar Gapen, ne fell ket d’ezan a-grenn kregi e benveg ebet, nemet en e skourjez.