Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/80

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
KLENVED AR MEDALENNOU


Mazo da Fanchik (en eur vont er-meaz).

Lavaret em boa d’it ; na gouezet, na klevet ! C’hoariet eo an taol !


————


C’HOUEC’HVED DIVIZ


An hevelep re, nemet Fanchik-Fall, ha Mazo an Treut
Herve Goz

Me gav d’in beza gwelet c’hoaz tres an daou-ze e tu pe du.

Fistoulik

(O sevel, hag o tispourbella e zaoulagad e-giz en eur zihun).

Daoust ha me a zo bet kousket ? Va daoulagad a wel tenval, ha va fenn a bouez pounner ! A bep seurt hunvreou am eus great. Nan, ne ket hunvreou, gwirioneziou int.

An holl

Ha peseurt hunvreou, Fistoulik ?

Fistoulik

Sonjal a ree d’in e oan dalc’het gant eur c’hlenved tenn, hag e oa an holl o c’hortoz va alanad ; diwezan. — Kleo, Job Saout, gwelet em eus va c’higer oc’h ober ar zod ac’hanoun ; kerz ac’han, hag arabad d’it ken teuler da dreid aman !

Job Saout (mont a ra kuit en eur gornigellat).

Kenavo ! Mont a ran da gousket !…

Fistoulik

Selaouit, Droch, selaouit, Skouarnek, goular e kavan gwelet ar re all o tont da c’hoarzin gwap