Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
KLENVED AR MEDALENNOU

vefe lezel ar « parti » da vont da goll, hep sikour anezan d’en em zavetei,

Ar Skouarnek

Ya, rak paneve-ze…

Yan Avalou (da Fistoulik)

Gwir eo, kenderv Fistoulik, ha re wir, siouaz ! Daoust ha tud eur barrez n’int ket great evit en em glevout kenetrezo ? Ha padal, n’hellomp ket ; n’eus nemet ar « politikach » brein oc’h hada drailh etrezomp.

Fistoulik

Ha koulskoude red eo « politikat » kalz pe neubeut, pa vez c’hoant da… da gaout ar vedalen !

Lom Bitous

(O tigas eur bodezad souben war an daol.) Ac’hanta ! tudou, ema ar zouben al leaz o vont war an daol ! Souben al leaz, ha bara gwenn hag amann rouzet d’he goloi !

Ar Skouarnek

Evidoun-me a zo skuiz a-walc’h o c’hortoz !

Fistoulik

Na Baraz, na va medalen…

Ar Skouarnek

Ema an naoun du o skrabat va c’hof gwasoc’h eget n’ouzoun ket petra an tanfouich. Gwir eo ive, mern abred am eus bet.

Fistoulik

Ma ! Kenkouls tra d’eomp neuze azeza.