Baraz, nan ! p’eo gwir Baraz a zo anavezet mad dre aman. Mes en eur lavaret ez omp e skrivagnerien, e sekretourien, e c’hellomp c’hoaz kaout hon loden eus ar frikou.
Gwir eo ; mes arabad d’eomp beza anavezet.
Ne vezimp ket. N’eo ket dies digiza.
N’eo ket dies digiza. N’eus forz, red eo kaout dilhajou all da vihana.
Aoun ebet da gaout. Kavet em eus dilhajou hag all : bep a chupen goz, bet da Yan Avalon va mestr, eur pennad ruban glas e korn pep chupen ; bep a dok kern-huel prenet dec’h e Kemper etouez ar « c’hoz dilhad », ha kaer pell zo ! Lakat a rimp ive eun tamm reun bennak da hirrat hor baro, hag eun tammig duad pillig ouz hon dioujod ; ha grosât bor moueziou eun disterra, ha den n’hon anavezo, te welo !
Ne oa ket deut ar zonj-ze em spered. Mes gant aoun da veza klevet, gwelloc’h eo d’eomp mont ac’halen da ziski hor c’hentel evit gwellât Fistoulik…
Diouz klenved ar medalennou !…
(Ar gouel a ziskenn).