Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
KLENVED AR MEDALENNOU

a enor ? Nan, ne vez roet nemet d’ar zoudarded pe d’ar vartoloded ; ar mestr, gwir eo, a zo bet e brezel dek-ha-triugent, o kaout anoued du-ze e Kamp Conly. Mes abaoue zo pell. En amzer vreman, gwir eo, e vez roët kalz a vedalennou, n’ouzer dare evit petra.

Fanchik-Fall, outan e-unan

(Kavet ar « sigar » gantan, e teu da azeza en dro). Mad ! Setu aman unan deo. Prim, tan warni ha moged !

Lom Bitous, outan e-unan

Chom a ran berr da zonjal peseurt medalen a c’helfe kaout. Gwelomp ha traou nevez zo war ar gazeten. (Azeza ’ra ive ouz an daol.)

Fistoulik, (o tont a-diz en ti)

(An daou vevel a zav hag a guz kazeten ha « sigar »).

Fistoulik

Ah ! Va mignoned, mad ez a an traou, mad e tro ar bed. Na me zo laouen an tamm ac’hanon ! — Sell ! em eus aoun, emoc’h dibrez ha dilabour ! Respont, Lom, petra e oas oc’h ober ?

Lom Bitous

Me, feiz d’am mestr, en eur c’hortoz ac’hanoc’h da zistroi, e oan o… o… oc’h ober…

Fistoulik

Oc’h ober petra ?

Lom Bitous

Netra, mestr !