Neuze ’kredez e ve bet fall a-walc’h ar Fistoulik…
Peoc’h war gement-se ! (Trouz gant Lom Bitous o tistroi en eur c’hwitellât ton « ar Pilhaouer. »)
Arabad d’it spounta. Lom Bitous, ar mevel all, an hini a zo o pignat eus ar c’hao. Neuze, Jakou, kalz a liziri oa er mintin-man ? Netra evit Fistoulik ?
Kalz a oa, ha muioc’h e vijen bet sammet c’hoaz, ma ’m bije ranket kas da bep ti kement hag aman. Fistoulik en deus bet e gazeten ha tri lizer.
(Outan e-unan) Tri lizer ? Va hini oc’h ober tri, emichanz. (Da Jakou) N’ouzout ket digant piou e teuent, al liziri ?
Unan a deue eus Kemper da vihana, rak hennez a oa war c’horre hag em eus sellet ouz ar ziel. Sell ! ouz skritur piou oa henvel ar skritur ? Ah ! ya, ouz da hini, Fanchik-Fall,
(War bouez) Ah ! ema d’in, lez da vale breman ! (Uhel). E c’helfe beza : skrituriou a-walc’h a weler henvel an eil ouz egile. — Ha war e gazeten, netra a nevez ?