lez buhan da zont er-meaz eus da c’hourlanchen ar pez a zo o klask kaout an hent da zont er-meaz, pe ma ne rez ket, e weli.
Ya, aotrou kez, hep an distera fouge ennon, e c’hellan lavaret em eus baleet, ha redet, ha kerzet war droad ha war varc’h, war vor ha war zouar, pe araok pe adrenv, ha koulskoude…
Ha koulskoude petra ? Pod an dien ! Mignon Lom, na pebeuz teod gleb a zo o trei ez kenou ! Deus buhan ganti, pe me… rak gouzout a rez, pe ne rez ket, prez a zo warnon er mintin-man. Va marc’h Laouik a dle beza sterniet ouz va gwetur a-benn vreman.
Prez a zo warnoc’h, aotrou ker, ha gwir e vefe kemend-all ? Arabad d’in neuze dalea ac’hanoc’h pelloc’hik. Ha neuze, n’eo ket goulen diganeoc’h a ran, mes da belec’h emoc’h o vont ganti evelse ?
Pez divergont, her gouzout a ri arôk ma ’zay an heol da gousket hirio ; mes, a-hend-all, an dra-ze ne ket da stal eo, ha me garfe klevout diganit, me, ar pez e oas o klask lavaret d’in bremaïk…
Piou ? Me ? Aotrou ker ? C’houi ’gav e oan-me war ar pare da lavaret eun hanter-ger bennak d’eoc’h ? Evidon-me ne gredan ket, n’em eus mui seurt sonj ebet.