Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Tud paour ! Mizerig a grene e holl izili outan, evel eur bern deliou sec’h hejet ha strilhet gant an avel-dro, ar gorventenn !… Met ar paotr fin a gav da respont d’ar Roue.

— Va divrec’h, Aotrou, a vo va holl armou. Roit d’in hepken eur chakotad mein bihan, bili gwenn dastumet war an torrod, hag eur chakotad leaz pouledek… Hag an hini a dremeno e-biou da c’hourc’hemenn ar Roue, hennez a lezo e groc’hen etre va daouarn-me !… Grant nerz-kalon me ’raio va dever : bezit flzians e Mizerig !

Ar Roue, gounezet holl gant ar geriou-ze, a roas d’ar chalboter eun toullad peziou melen : kalon Mizerig a dridas gant al levenez.

Ha da c’houde :

— Em falez, eme Grallon-Meur, em eus eun nizez yaouank. Te ’oar, d’it e vo da bried, ma tistroez gant penn an torfetour !

Neuze, mignoned, bizach Mizerig, an heol o para warni, ne vije ket bet skedusoc’h. Ne oa-hi ket evit beza : sonjit ’ta, ar paour kêz denig a oa bet red mat d’ezan, betek neuze, chom dizemez, rak biskoaz plac’h ebet ne zellas outan hep c’hoarzin leiz he beg, pe hep distrei he fenn gant truez !

Kennerzet gant ar zonj eus e brinsez, Mizerig en dije trec’het, me ’gred, war an heur, n’eus forz peseurt enebour…

Digouezet an noz : Kemper a zo kousket abret.

Mizerig a zo e-unan war ar penn-moger a zo bet savet e-pad an deiz. Skuiz gant e hent, eman ar c’housked en e zaoulagad, pa wel, en eun taol, o tont diouz ar c’hoajou doun a zo e-kichen