Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/67

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

c’hredit ket, klaskit eur gordenn hir a-walc’h evit-se. Me a chomo aman da zerc’hel eur penn, ha c’houi a yelo gant ar penn all da ober tro ar bed, hag evel-se c’houi a welo ha n’eo ket aman eman ar c’hreiz.

An aotrou ne ouie ken penaos respont.

— Ah ! emezan, e-lec’h an dra-ze, poueza an douar eo e vezo red d’it ober.

— N’eo ket tennoc’h, eme Yann, met da genta e vo red d’eoc’h diveina an douar, rak an douar hepken, n’eo ket ar vein, eo a lavarit d’in poueza.

An aotrou paour a voe stanket e veg d’ezan adarre.

— Kerz d’ar gear ! emezan neuze da Yann. A-benn warc’hoaz me a yelo di d’az laza.

Ha Yann a zistroas d’e lochenn, difoutre-kaer evel diagent.



Antronoz, war-dro ar c’hreisteiz, Yann a oa o c’hortoz an aotrou Furzod, hag en doa renket peadra da zoueza anezan. Dirag e lochenn e oa o farda e zoubenn ; tan a oa gantan dindan e bod-houarn, met kuzet en eun toull en douar, eun tammig tan glaou-koad hep an distera moged.

Pa welas an aotrou o tont, Yann a bakas peg en eur c’hoz skourjez hag a grogas da zistaga taoliou gantan war e bod-houarn, ker buan ha ker pounner ma kinnige pep gwech diskar anezan hag e zoubenn.

— Asa ! Yann, deut oun da ober evidout ! eme an aotrou. Met petra ?… War a welan eo kollet da dammig skiant vat ganit, pegwir a skourjezez da bod-houarn en doare-ze ?