Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/25

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

gribennou uhela ar reier gouez e kaver neiziou ered. An ered ! Ah ! setu aze laboused a dailh, hag a oar nijal beteg an heol ! Ivinou krabanek d’ezo, hag eur beg kamm skilfek, ha daoulagad lemm divergont ! Viou ered eo a zere ouz ar rouaned.

— Ar wirionez a zo brao ez kenou, Gwinardant. Eur mell drean a dennez diouz va zroad. Ya, a-benn goude warc’hoaz vintin, e kemerimp penn an hent evit mont da neizeta da Venez Hom.

Hogen antronoz, ar mevel bras Gwinardant, o veza evet piou ’oar ped chopinad a re eus jistr ar maner, hen ivez a zozvas ar c’helou, hag an holl, e Kerbutun, a anaveze mat an dro a oad o sonj ober betek Menez Hom. Hag an holl, na petra ’ta, a ziredas da guzuliata ar paour kêz prins yaouank.

— Na rit ket mui a zotoniou, eme unan, rak eur zotoni eo hounnez emaoc’h o vont da ober.

— Daoust hag an ered n’int ket laboused diviz (divergont) ha re zigalon ? Mar am c’hredit, klaskit ’ta kentoc’h eur vi eostig-noz, al labousig bihan brao-ze hag a gan gant kement a galon hag a veulodi. Evel-se e plijfec’h sur d’ar roue.

— Gwelloc’h, eme eun trede, e vefe dineiza eur vi paün. Ar paün, gwir eo, n’eo ket gwall-gaer e vouez ; met, ahendall, na pebez rod dudius a ra gant e lost plu marellet ! Ma vijen c’houi, me ’oar e kemerfen eur vi paün.

— Eur vi alarc’h gwenn-kann a blijfe kentoc’h, eme unan all.

Unan bennak zoken, eun hanter furzod, emichans, a zigoras bras a-walc’h e veg evit lavaret e vije mat klask eur vi… kilhog !

Ar prins en doa peadra da zelaou.