Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/203

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Kalz a dennac’h an eil d’egile, ha, koulskoude, n’edo tamm kar ebet etrezoc’h, bez’ e oa ? nemet kerentiez an hanoiou : Laon Druilh ha Yann Bilh ?

— Piou ’oar ? eme egile, goapaüs. Prosper Proux em yaouankiz a gane d’eomp e ve great alïes

er zakristiri
Fals sinaturiou hep pec’hi

Alese, marteze, eo red klask mammenn hon henveledigez ! N’eus forz ! ar paour kêz Yann Bilh, a-raok kemeret ar zac’h hag ar c’hrog-pouezer, a oa bet « war an ton bras » mar plij. Bep tro ma karge eur banne a re, e tiskane d’in « o ya ! me ’zo bet eun amzer eur... ». Hag ouz e glevout, e oa dimezet gant merc’h e vestr, hag an tiegez dioustu d’ezan, saoud ha kezeg, ha moc’h ha denved ! Nemet e Vadalenn a oa deut eur Geben, eun diaoulez, gant kement ma tagnouze : dalc’hmat oc’h iskignat, o skandalat pe o vouza. Grafe ’pez a garfe, nemet rebechou na glevfe, ar paour kêz pried, mevel deut da vestr ! An traou a oa fall, al loened a oa falloc’h, hag ar vuhez, foei, sell !… Ha c’houi ’oar, Yann Bilh a vervas ruz ar gwad dindan e ivinoù, o klevet ken alïes ha ken hir pedennou. « Houp ! emezan, eur zulvez ; mar doun dimezet, n’am eus ket great marc’had chom da bennzodi ganti : poent eo skarza kuit, nemet c’hoant am befe da goll ar pez a chom c’hoaz ganin eus va skiant-vat ! » — Ha Yann kuit d’ar c’heariou, ar yalc’h gantan. Meur a dra a glaskas ober, ha betek e wenneg diveza e tispignas ! Met e Vadalenn, emezan, a gase he droukrans war e lerc’h ; ha, diouz mad e kouezas