Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/191

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

bleugeudi, teufal, strevia, sifernia, lavaret edo skuiz hag e oa deut poent mont da gousket.

— Ne welit ket, emezi,

En tan, a nebeud dre nebeud
’Ya e ludu ar bern keuneud.

— Penaos, Soazig ? a eilgerie ar C'hidour ; re abret eo c’hoaz mont da voueta ar c’houen d’ar gweleou.

— E koustians ivez sonjit ervat, va moereb, a gendalc’he Vendal ar C'hantonier, ac’han da warc’hoaz vintin n’eus ken nemet noz ; ha neuze, ma vije hadet a-zindanoc’h pour pe gwiniz-du, a-benn ar mintin int a vefe didenvet ha c’houi treuzet ganto !

— Stank da forn, genaouek, a-walc’h e teus poazet !

— Ya, digasit d’in, moereb, eur banne flip c’hoaz da zikour he stanka.

An holl adarre a horjelle outo o c’hofou dindan o chupennou kement e tiskordent da c’hoarzin. Hag an hini goz, a-enep d’ezi gwir eo, a ziskenne banneou flip, ya, a-enep d’ezi, me ’lavar ; rak kement pe wasoc’h eget an dispign, ar C'hantonier divalo-ze n’en doa ket e bar da lakaat anezi da gounnari !…

Malloz va c’haz ! Mar gellfe-hi, eun dro bennak, kaout gouzoug hennez dindan he boutez ! Pillig-krampoez ! Neuze avat e vije gwelet traou !… Met Vendal, hen, ne ree foutre-kaer ganti.

A-greiz suna c’houek e gorn-butun berr, netra nemet evit