Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Rak antronoz e tec’has diouz Plougastel, hep lavaret da belec’h ez ea ! Kalz a geuz n’eus ket bet d’ar zuner divalo, a-dreist holl e-touez ar re reuzeudik a oa en e zle !

Ha Tougn ? Piz bihan a-vernadou a deu pep bloaz, e « park ar C'houiled » hag en e barkeier all, abalamour m’eo bet dizorset — a gred lod — pe da vihana — evel ma kred lod all, hag ar wirionez a dle beza gant ar re-man — abaoe ne vez mui ar Plougastellad war-dro ar c’hartou hag an tavarniou.

Deut eo a-benn zoken da c’hounit ar c’hemener ; ha meur a dro, Beskenneg hag hen a c’hoarz diwar-benn an « hada avel », ha pikou lann ar Sparfel !

N’eo ket estlammi den lavaret ez eo deut Tougn a-benn da zevel e gein, hag eman brao ar stal gantan en e diegez : ha Glaodina ne gav ken hir he amzer. Peb ar mare e ped holl zentezed ar Baradoz da zerc’hel war an hent mat he Fanchig Kervella, brudetoc’h kalz dindan al leshano a Dougn.