Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ganit d’ar zul aliesoc’h eget d’az tro, ha lavar d’in ha n’eo ket ken gwir all :

Al lomm hep an tamm
A ra d’an den kaout e lamm.

— Lakomp, met ne zislavari ket ac’hanon :

An tamm hep al lomm
’Chom war ar galon ’vel plomm !

Met a-walc’h evel-se. Sell du-hont ’ta, Glaodina, e-tal ar gloued, ha ne lavarfer ket an aotrou Sparfel ?

— Hen eo, rak tenna ’ra e dok da aveli e benn moal, kement a blu warnan eget war eun irvinenn diblusket.

An aotrou Sparfel, da neuze, o zaludas a-bell hag a c’hopas :

— Setu aze piz lakeat e doare, Tougn ; gant na deuy ket nozveziou reo warno.

— Ha pa rafe reo hag all, eme Tougn ; va fiz n’eus ket aon da gaout evito, an had 'zo mat.

— Gwell a ze ! eme Sparfel, o vont kuit.

Hep dale ivez Glaodina a droc’has d’ar gear. Hag, e-unan adarre, Tougn a reas e labour didalvoudek, a durias douar, a roudennas antchou, a hadas avel, a c’holoas, a rastellas, a gompezas hag a boanias nec’het, c’houi ’oar pegement, aotrou Doue !

Betek kuz-heol e talc’has. E amezeien a dremenas :

— Poent mont da glask penn eus koan, Tougn ; a-benn warc’hoaz ’zo deiz, Tougn ; n’out ket inouet c’hoaz, Tougn ?