Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/173

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kredi o dije great en em izelaat, en em zaotri, m’o dije sikouret d’ober eun dra bennak war-dro an tiegez. Sonjit ’ta !… Gallegat a ouient, leun o begou, ha bouzara an diouskouarn en eur zon ar piano, mar plich. Ne reant netra krenn ! Eo, arabad fazia. Eun dra gaer a reant : moanaat ha dizec’ha yalc’h ar mestr, pa zigoueze d’ezi beza reut eur wechig an amzer.

Pa veze kevnidet ar yalc’h, pa veze eat d’an hesk, ar paour kêz aotrou, re lentik e-kenver e ziou bikez vriz, a veze red mat d’ezan mont d’ar foar da werza tra pe dra, loen pe loen. Evurus d’ezan c’hoaz kaout da werza !

Mat ! Eur wech ar yalc’h en em gavas adarre goullo, hag ar merc’hed en em jale, rak pardon Konforz a dostea, hag eun tok pillig bennak o doa c’hoant da gaout.

Setu ma voe red d’an aotrou o zad mont da foar ar Pont.

Mintin mat e kemeras hent ar Pont, e vevel Jakez gantan, evit mont da werza daou houc’h lart.

Eun hanterig kard leo diouz maner Keraskorn, ar moc’h a gavas eul lagenn e-tal an hent. Redek a rejont hag, a-raok ma c’hellas mestr na mevel o diarbenn, setu int e-barz da durlutat !… Met penaos o c’haout ac’hano ? Ne reant van nag ouz « dac’h, dac’hik ! » kennebeut nag ouz « sik, sik ! »

— Red eo d’it, Jakez, diskenn el lagenn ha kas da skourjez ganit.

Ha ya ! bleo, sell ; nann reun eo ! Ar moc’h a doc’he, a zoroc’he hag a oc’he, hag a rede a-raok skourjez Jakez. Ma voe red d’an aotrou mont ivez el lagenn da zikour e vevel ! Neuze, koulskoude, e teujont a-benn da gas al loened er-meaz, ha d’o c’hordenna, n’eo ket hep poan avat ! Met, siouaz ! Jakez n’edo