Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/171

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


meilhed, pesked a dalvoudegez, en doa bet an eurvad da gelc’ha en eun taol roued dindan ar Gerdraon.

Petra da lavaret c’hoaz ?… An daou vignon a oa eürus d’en em gaout ; ha Gargarenez a alias Truilhennig da zistrei gantan da Dreboul-Goz, da zeski ar vicher a besketer ; ar pez a voe great.

… Truilhennig a deuas prim d’en em voaza ouz ar mor, hag a reas e berr amzer eur martolod kalonek ha krenv.

Hag e dechou fall ? emezoc’h. — Netra mui ! Beuzet e oant bet pell du-hont en tu all d’an Enez Sûn !…

Bloaz goude, Truilhennig, dizounet mat diouz Pariz ar C’hagn, a zimezas da Nolaïg, c’hoar Gargarenez. D’an hevelep devez, heman a vadezas eur vag nevez-flamm, prenet gant arc’hant ar meilhed, hag ar vag a voe hanvet, na petra ’ta, « Truilhennig ha Gargarenez » !…