Ar brilli a voe fritet druz-druz ken na rede an amann warno, evel ma tiver an eol poulladet er boestou sardined. Ar c’hosa gwin eus an hostaliri a voe war an daol, ha meur a voutailh, goloet o c’hof gant ar boultrenn, a voe divontet. Red e oa echui koulskoude a-raok ma erruje ar mestr en ti. Setu Lanig ’ta gervel ar plac’h, hag hi ken buan war laez.
— Pegement eo ? eme Lanig ; me a baeo.
— Tra, tra, eme Laouig ; va zro-me eo hirio.
Setu reuz ha dispac’h etrezo, ma ’z oa red d’ar plac’h lavaret, evit digas ar peoc’h, tenna d’ar blouzennig verra.
— Oh ! nann, eme al louarn fin a oa Lanig ; skoulmit ho mouchouer war ho taoulagad, hag an hini ac’hanomp a bakoc’h da genta a vo d'ezan an enor da furchal e yalc’h.
Setu great ar pez a oa lavaret.
Ar paour kêz plac’h ! Trei ha distrei a ra dre ar gambr, e-pad ma tiskenn war bouezig Lanig hag e baotr Laouig, laoueneat o daou gant eur c’hofad brilli fresk. Trei ha distrei a rea c'hoaz pa erruas ar mestr er gear, hag hi lamma warnan:
— C'houi a baeo ! emezi.
Gwir e lavare : ar mestr a rankas paea ! Evelato, ar plac’h penn-skanv-ze a brenas, en taol-man, skiant ha furnez diwar he c’houst ; rak kaset e voe kuit diouz eun ti e-lec’h ma ’z edo en he eas.
A-raok an noz, hon daou lakepot a skolaerien a zigouezas er gear e Kemper. E-lec’h friko, e voe roet d’ezo kordenn war o ler. Antronoz da greisteiz, Lanig ha Laouig a voe distroet d’ar skolaj, ha, goude beza, en devez-ze, koaniet gant bara sec’h ha kalz… mez, va zaou gamalad a zistroas d’o gwele, na oa ket bet tommet en nozvez tremenet.