Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

a vije bet eno a-viskoaz ?… Hag e dammig kalon a dride, a biltrote dindan e chupenn, pa zonje e oa ar marc’h bihan aze e-barz ar vi kazeg, skoulmet mat en e vouchouer-fri, a-istribilh ouz e zorn.

Koulskoude, evel

Gant amzer ha dre bilpaza
E reer an hent ar pella,


Gwennole a dostea ouz Douarnenez ; an abardaez, gwir eo, a dostea ivez, eus e du.

Ha setu hor C’haper da drei eun tammig er-meaz an hent, evit... dizoura, resped d’eoc’h, ouz eur vodenn-lann, e-harz eur bern mein. N’ouzoun dare penaos, met e vouchouer hag en doa skoachet dindan e vrec’h a risklas ; hag, abarz ma c’hellas Gwennole Mellfaout diarbenn an taol, e kouezas d’an douar a-stok.

— Salver Doue, eme ar C’haper, emaoun rivinet ! Sur a-walc’h ar vi a zo rannet ha ne deuio ken da vad !

Hag e stouas da dapout e vi kazeg. Siouaz, siouaz !… Ar sitrouilhezenn he doa stoket ouz eur beg-mean hag a oa digoret dre an hanter… An dour a redas bilh-bilh diouz daoulagad Gwennole, kement e klemmas.

Hogen, eur c’had hag a oa hanter-gousket en he gwele, e-kreiz ar vodenn-lann, a zihunas a-grenn o klevet trouz ha klemmou, hag hi ken buan d’en em zifreta kuit ac’hano, gwella ha buana m’her gouie ober ! Ar C’haper, ha n’en doa ken sonj nemet en e vi kazeg, — hag en enoriou ; siouaz ! kollet, — her gwelas o tilammet kuit. Hag hen war he lerc’h ivez ; met